Anv japanek

plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
Yamada Tarō (山田太郎), un anv paotred japanek boutin, kevatal da Yann Gouer e brezhoneg. Katell Gouer a vije Yamada Hanako (山田花子).

Er c'hontrol d'ar boaz e brezhoneg, savet e vez an anvioù japanek modern (人名 e kanji, じんめい en hiragana, Jinmei e romaji) war un anv-familh (unan hepken) heuliet gant un anv-bihan. War-lerc'h an anv-bihan e c'haller implijout titloù evel san (さん - kevatal mui pe vui da "aotrou" pe "itron") pe sensei (先生 - kevatal da "doktor" gant an implij saoznek eus an termen-mañ).

Skrivet e vez an anvioù japanek e kanji. A-wechoù e c'hall kanji un anv bezañ distaget e meur a vod. Gant gouarnamant Japan eo ma vez termenet ar c'hanjioù a c'haller implijout da anv. Evit se ez eus bet savet ur roll gant ar sinalunioù degemeret. Anvet eo jinmeiyō kanji (人名用漢字).

E-touez an anvioù-familh paot e Japan emañ Satō (佐藤), Katō (加藤), Suzuki (鈴木) ha Takahashi (高橋). Hervez istimadennoù zo e vije e-tro 100 000 anv-familh disheñvel en implij hiziv e Japan. Paot pe baotoc'h eo anvioù zo hervez an takadoù-bro evel e Breizh. Da skouer e kaver stank an anvioù-familh Tamagusuku (玉城), Higa (比嘉) ha Shimabukuro (島袋) en Okinawa. Ne vez ket kavet an anvioù-se e lec'h all. Ur c'halz eus an anvioù en implij e Japan a zeu diwar ardremez ar vro war ar maez. Ishikawa (石川), da skouer, a dalvez kement ha "stêr meinek". Yamamoto (山本) zo evit "traoñ ar menez" hag Inoue (井上) "war ar puñs". Ma c'hall ar c'hanjioù a ya d'ober an anvioù-familh kaout un dalvoudegezh bennak, ar boaz eo chom hep treiñ anezho.

Liesseurt eo an anvioù-tud en o distagadur hag evit ar pezh a sell ouzh ar sinalunioù implijet evit o skrivañ. Peurliesañ ec'h echu an anvioù paotred e -rō (郎 "mab", met ivez 朗 "sklaer, skedus") pe -ta (太 "bras, kreñv") pe emañ an elfenn ichi enno (一 "kentañ (mab)", ivez 市 "marc'had, kêr"), kazu (skrivet ivez gant 一 "kentañ (mab)", asambles gant lunioù posupl all), ji (二 "eil (mab)" pe 次 "da-heul") pe dai (大 "bras"); evit an anvioù merc'hed e vez kavet kentoc'h anvioù a echu e -ko (子 "merc'h") pe -mi (美 "braventez"). Abaoe 1980 eo dic'hizet an anvioù merc'hed a echu gant -ko evit ar babigoù nevez, kement ha ma vez lamet kuit ko bremañ gant merc'hed en o oad gour ivez. E-touez al lunioù a gaver stank e dibenn an anvioù merc'hed emañ -ka (香 "esañs, frond" pe 花 / 華 "bleunienn", hag all) ha -na (奈).


Developed by StudentB